E n'eus forzh peseurt stumm (klevidik, stirennek pe tredanwarellek) e c'hell ar gwagennoù bezañ implijet da sontañ a-benn tapout stlennadoù diwar-benn un danvezenn dianav. E prantad kentañ ar sontadur (transduktorioù er c'hlevoù, krendoaurerezoù er geofizik pe stignoù en tredanwarelladurioù) e vez krouet gwagennoù, hag ur strollad reseverien o enroll. En eil prantad niverel e vez tretet ar roadennoù enrollet a-benn priziañ darnoù dereat 'zo eus an danvezenn : mammenn pe lec'hioù an dameuzherien ha stummoù.
Bez eo an dae brasjediñ darnoù eus ar framm dianav pa ne vez hegerz nemet patromoù treuzkas arnes ha roadennoù harzet ha trouzus. Bez eo an argerzh a-bezh dizoloeiñ ha lec'hiañ mammennoù ha dameuzherien a-benn adsevel endalc'hadennoù bihan ha distummadurioù a neuz.
Un araokadur dre sankañ kendarempredoù kengroaziet er bloavezhioù 2000 en deus degaset un tostadur diforc'hus d'al lunerezh. Dont a reas an dizoloadenn-mañ eus disoc'hoù dic'hortoz gwelet e-barzh arnodoù eilpenn-amzerel. Enrollañ gwagennoù gant ur rouedad reseverien hag adgrouiñ anezho en danvezenn goude an distreiñ-amzerel en deus roet ar moaien da dolpañ ar gwagennoù ouzh ar vammenn orin pe ouzh dameuzherien. A-bann, addolpañ ar gwagennoù d'un danvezenn brellet en un doare arvarek az eas en-dro kalz gwelloc'h eget ma reas en un danvezenn unvan.
Ar preder pennañ el lunerezh lieselfenn a zo mentañ ha kompren an tredeogiezh etre ment ar roadennoù, luzierezh urzhiataerel, feur a-sinal-da-drouz, ha spister. Eizik eo an tredeogiezh etre spister ha stabilded pa vez trouzus ar roadennoù. En em ziskouez a c'hell un trouz e stummoù disheñvel el lunerezh lieselfenn. Ar reserverien a c'hell bezañ atebek d'ober trouzoù muzul, da lavarout eo e vez breinet ar roadennoù enrollet gant trouz ouzhpenn ha digendarempredet. Komprenet mat-kenañ e vez ar seurt trouz-mañ ha skañvaet a c'hell bezañ gant arc'hweloù lunerezh klasek, evel lunerezh karrez-disteroc'h (pe eilpennadur stumm-gwagenn klok), treizhadenn eilpenn-amzerel pe treizhadenn amzer-dreug.
Orin trouzoù a c'hell bezañ an danvezenn. Dizunvan a c'hell bezañ an danvezenn deun ha trouzoù reustlad a vez krouet neuze er roadennoù gant ar skignadur. Ur framm disheñvel-meurbet o deus an trouzoù reustlad pa vezont keñveriet ouzh trouzoù mentañ abalamour d'o ferzhioù darempred dizanat. Dielfennañ a ra Sivienn darempredoù ar sinal enrollet a zoug stlennadoù diwar-benn an danvezenn.
Orin trouzoù a c'hell bezañ ar mammennoù. Bezañ a c'hellont damreoliet. Evelato e c'hell trouzoù direoliet pe trouzoù-endro zokenoc'h krouiñ gwagennoù a zoug stlennadoù diwar-benn an danvezenn en-o-c'heñver. Tostadur dibar Sivienn a zo dielfennañ kendarempredoù ar sinaloù enrollet ha tennañ ar stlennadoù diouto.
Prezidant
Enklasker